Donemat er

Wikimammenn

ul levraoueg dieub gant muioc’h eget 8 136 pajenn savet.

Arroud

Jakez Riou, Geotenn ar Werc’hez :


GEOTENN AR WERC’HEZ


Bep mintin e tarzhe broñsoù hag e tigore bleunioù nevez.

An tommheolig a varelle ar peurvanoù ha letonennoù an hent ; ar glizin, ar penn-glas a ziwane er gwasked, e diribin ar c’hleuzioù troet ouzh ar c’hreisteiz, hag ar velionenn en em andore e geot al lezennoù. Er foenneier e krene beskennoùigoù ar c’hilked-broan ha kurunenn wenn an dro-heol. Ar valafenn hedro o fismige hag a floure o bleud gant hec’h eskell voulouz-seiz. Hag er girzhier, an drask, ar rujodenn, an tinter, ar golvan a richane d’an heol ; ar voualc’h a c’hwibane er strouezh, eilet a-bennadoù gant ar borzevelleg louet. Kemenn a raent an eil d’egile e livrine brulu an torgennoù hag e kammigelle an nadoz-aer a-hed ar stivelloù, ken mibin hag he skeud en dour.

An nevez-amzer a oa deut abred.


Edo Lotea o pignat gant ar c’harr-hent, bet o kerc’hat, er gêr dostañ, ur gazeliad geot ar Werc’hez da vleuniañ dor he zi. Mousc’hoarzhin a reas din gant ur mousc’hoarzh trist ha stummet diheverz. Azezañ ’reas ouzh man ar c’hleuz evit kemer anal. Un aezhenn glouar a hiboude a-us dezhi e trollennoù al lavrig hag ar gwezvoud.


Divougenn ha muzelloù Lotea a oa savet warno bleunioù, livrin e-giz ar brulu ; ha sklaeraet e kavis he daoulagad, a liv gant an oabl boull.



Dre ar munud…

Dastum a ra ar Wikimammenn testennoù hag a zo en domani foran, pe embannet gant aotreoù-implij frank. Gwelout ar pajennoù savet nevez zo : Pajennoù nevez.

  • 158 levr ; 358 meneger ;
  • Kanoù : 296 gwerz ha 9 kan ha diskan en o zouez ;
  • 122 kontadenn ;
  • 697 barzhoneg ;
  • 29 pezh-c’hoari ;
  • 902 skrid-sonerezh selaouadus
A B C CH C’H D E F G H I J K L M N O P R S T U V W Y Z.
  • Gant 157 oberour
    • Ganedigezhioù hervez ar bloaz
    • Marvioù hervez ar bloaz
    • Frizenn gronologel an oberourien

Raktresoù

Ma fell deoc’h reiñ dorn e c’hellit, da skouer :

  • Adlenn pajennoù al levrioù karget er Wikimammenn
  • Gwiriañ pajennoù al levrioù karget er Wikimammenn
  • Lakaat testennoù nevez er Wikimammenn
Deuit e darempred ganeomp

En davarn e tiviz kenlabourerien ar Wikimammenn. Deuit da evañ ur banne ganeomp !

Gallout a rit klask gouzout penaos e vez kemmet ar pajennoù er Wikimammenn:poull-traezh.

Un tamm skoazell a c’heller kavout amañ : Skoazell.

Istor Wikimammenn

Istor Wikimammenn

  • Krouet eo bet d’an 21 a viz Here 2007.
  • 13 a viz Du 2010, un isdomani a zo bet digoret evit ar Wikimammenn.
Ur raktres eus ar Wikimedia Foundation eo ar Wikimammenn
Wikipedia
Holloueziadur
Commons
Bank roadennoù liesvedia
Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù
Levrioù frank
Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù
Keloù digor
MediaWiki
Diorren poelladoù
Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikeriadur
Al levraoueg dieub
Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikibeaj
Sturlevr beajiñ
This article is issued from Wikisource. The text is licensed under Creative Commons - Attribution - Sharealike. Additional terms may apply for the media files.