Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

66 504 fennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Marc'h Przewalski

Marc'h Przewalski zo ur spesad pe un isspesad kezeg gouez tost-kenañ d'ar spesad Equus caballus.

Keezg Przewalski a vije bet diaraogerien ar c'hezeg doñvaet. Met int n'int ket bet doñvaet gwech ebet. Kavet e oa bet o spesad e Mongolia e 1879 gant an douaroniour hag ergerzher rusian Nikolay Prjevalsky. Gwelet e oant bet gantañ e Dzoungaria, er menezioù war lez gouelec'h Gobi. A-raok e soñje d'ar skiantourien e oa aet al loened-se da get, diouennet gant ar Vongoled abalamour da gaout kig.

Goude ar gavadenn-se e c'houlennas liorzhoù-loened eus Europa kavout un nebeud loened. Abalamour d'o gouezder e vije bet diskaret bagadoù a-bezh eus ar c'hezeg-se gant chaseourien evit tapout un nebeud loened hepken. Dre benn d'ar chase-se ez eas ar spesad war rouesaat hag al loened gouez diwezhañ a oa bet gwelet e Mongolia e 1969. Abaoe e seller ouzh kezeg Przewalski evel diouennet en natur. Chom a rae loened bev e zooioù avat. Er bloavezhioù 1970 e oa 300 loen bev er zooioù dre ar bed. Kroget e voe neuze da eskemm mirc'hi servij dre ar bed ha kreskiñ a reas an niver anezho ; e deroù an XXIvet kantved e konted war-dro 1800 loen.

Savet e voe mennadoù ivez da gas ar spesad da Vongolia en-dro ha da lezel ar c'hezeg da vevañ en natur. Tamm-ha-tamm eo bet graet. Ar c'hezeg kentañ a voe kaset da Vongolia e 1992, ha lezet da vevañ e Park natur broadel Hustai. Bremañ ez eus meur a gant loen o vevañ e Mongolia, e meur a gorn eus ar vro.

muioc'h...
Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 7 a viz Ebrel 2019 ha Keleier ar vro.

Abdelaziz Bouteflika
  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, ha tremen 66 000 pennad zo bremañ. Er 78vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia , evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag ar banglaeg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 79vet plas , etre an woueg hag ar yiddish. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni , evel buhezegezh pe lipid ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 24 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

  • Porched ar gumuniezh (Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)
  • Tavarn ar wikipedourien : demata, kafeta, marc'hata, teodata ha chopinata
  • An Deizlevr
  • Pennadoù nevez. Ar pennadoù nevez-voulc'het gant hon c'henlabourerien. N'int ket peurechu, ha gallout a rit reiñ ho skoazell da gas anezho da benn.
  • Roll ar porchedoù
  • Erbedennoù war live ar yezh
  • Goulenn diverkañ ur pennad pe ur rummad
  • Ar fazioù yezh stankañ a vez graet gant ar genlabourerien ha penaos diwall diouto.
  • Goulenn ur pennad
  • Pennadoù a ra diouer d'ar Wiki-mañ
  • Termenadurezh ha dibaboù pleustrek evit ar wiki
  • Danvez pennadoù da vezañ klokaet
  • Labour kumuniezhel

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Ur raktres deus ar Wikimedia Foundation eo Wikipedia
Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur
Geriadur & tezorus
This article is issued from Wikipedia. The text is licensed under Creative Commons - Attribution - Sharealike. Additional terms may apply for the media files.