Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

66 197 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Istor · Skiantoù · Douaroniezh · Arzoù · Skiantoù an Den · Yezhoù
Saverien ar Felibrige, bodet e 1854

Ar Felibrige (Lo Felibritge en doare-skrivañ okitanek klasel, Lou Felibrige e doare-skrivañ Mistral, distaget [lu feliˈβɾidʒe]) zo ur skol lennegel hag ur gevredigezh sevenadurel savet gant Frédéric Mistral ha skrivagnerien all evit difenn ha brudañ ar yezh hag al lennegezh okitanek. Pouezet e vez kalz er gevredigezh-se war an disheñvelderioù a zo etre ar rannyezhoù okitanek. En he fenn e vez dilennet ur c’hadoriad, anvet “capolièr” (capoulié).

Amsklaer eo orin ar ger “felibrige” ; lavaret a reer e teu eus ur ger felibre, ur ger provañsek a dalvezfe kement ha “diskibl”.

Savet e voe ar Felibrige e kastell Fòntsegunha (e Castèunòu de Gadanha, e Provañs) d’an 21 a viz Mae 1854 gant seizh barzh yaouank: Teodòr Aubanèu, Joan Brunet, Pau Gièra, Ansèume Matièu, Frederic Mistral, Josèp Romanilha hag Anfòs Tavan. Fellout a rae dezho sevel krog an okitaneg.

Da gentañ e voent o labourat evit yezh Provañs ha buan e teuas war wel disoc’h o strivoù e Provañs koulz hag e broioù okitanek all, ma voe heuliet o skouer gant skrivagnerien all adalek dibenn an XIXvet kantved.

Ar Felibrige, bremañ, a zalc’h da zifenn ha da vrudañ an okitaneg hag e sevenadur ha da stourm evit gwirioù ar yezhoù bihanniver er C’hwec’hkorn. Bez’ eo unan eus an daou strollad bras a labour en holl vroioù okitanek, e-kichen an Institut d'Estudis Occitans abaoe 1945.

(muioc'h...)
Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare an 8 a viz C'hwevrer 2019 ha Keleier ar vro.

Nayib Bukele
  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, ha tremen 66 000 pennad zo bremañ. Er 77vet renk emaomp atav e-touez ar raktresoù Wikipedia , evit an niver a bennadoù, etre an afrikaneg hag ar belaruseg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 79vet plas , etre an woueg hag ar yiddish. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni , evel buhezegezh pe lipid ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 24 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

  • Porched ar gumuniezh (Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)
  • Tavarn ar wikipedourien : demata, kafeta, marc'hata, teodata ha chopinata
  • An Deizlevr
  • Pennadoù nevez. Ar pennadoù nevez-voulc'het gant hon c'henlabourerien. N'int ket peurechu, ha gallout a rit reiñ ho skoazell da gas anezho da benn.
  • Roll ar porchedoù
  • Erbedennoù war live ar yezh
  • Goulenn diverkañ ur pennad pe ur rummad
  • Ar fazioù yezh stankañ a vez graet gant ar genlabourerien ha penaos diwall diouto.
  • Goulenn ur pennad
  • Pennadoù a ra diouer d'ar Wiki-mañ
  • Termenadurezh ha dibaboù pleustrek evit ar wiki
  • Danvez pennadoù da vezañ klokaet
  • Labour kumuniezhel

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Ur raktres deus ar Wikimedia Foundation eo Wikipedia
Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur
Geriadur & tezorus
This article is issued from Wikipedia. The text is licensed under Creative Commons - Attribution - Sharealike. Additional terms may apply for the media files.