Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

64 879 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.


Istor · Skiantoù · Douaroniezh · Arzoù · Skiantoù an Den · Yezhoù

Enez Sgitheanach (Skye e saozneg) zo un enezenn e Bro-Skos, ar vrasañ eus an Inizi Gall tostañ hag an hini zo ar pellañ en hanternoz.

Emañ poblañs Sgitheanach o kreskiñ: 9 200 a dud a oa eno e 2001. Ur pont zo da zont eus an douar-bras. Port Rìgh eo ar gêr vrasañ, er reter ; ur porzhig koant eo. Un drederenn eus an enezourien a gomz gouezeleg.

An eil enezenn vrasañ eus Bro-Skos eo enez Sgitheanach war-lerc'h an hollad Leòdhas ha Na Hearadh. A-hed an aod e kaver ledenezioù ha plegoù-mor hag e-kreiz ez eus menezioù, ha dreist-holl menezioù An Cuiltheann.

Brudet eo kened ar vro, ar sevenadur gouezelek, al loened gouez (erered, demmed, eoged).

Diazezet eo armerzh an enezenn war an touristerezh, gant gweladennerien a zegouezh a-vernioù e-pad an hañv, war ar sevel eoged, hag ar wiski, evel hini Talisker.

E-pad meur a gantved e voe enez Sgitheanach etre krabanoù ar Vikinged ha ne voe staget ouzh rouantelezh Bro-Skos nemet e 1266.

(muioc'h...)
Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 17 a viz Mezheven 2018 ha Keleier ar vro.

  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, ha tremen 64 000 pennad zo bremañ. Er 76vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia , evit an niver a bennadoù, etre ar c'hantoneg hag ar piemonteg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp atav en 78vet plas , etre an pandjabeg hag ar yiddish. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni , evel buhezegezh pe lipid ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 24 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

  • Porched ar gumuniezh (Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)
  • Tavarn ar wikipedourien : demata, kafeta, marc'hata, teodata ha chopinata
  • An Deizlevr
  • Pennadoù nevez. Ar pennadoù nevez-voulc'het gant hon c'henlabourerien. N'int ket peurechu, ha gallout a rit reiñ ho skoazell da gas anezho da benn.
  • Roll ar porchedoù
  • Erbedennoù war live ar yezh
  • Goulenn diverkañ ur pennad pe ur rummad
  • Ar fazioù yezh stankañ a vez graet gant ar genlabourerien ha penaos diwall diouto.
  • Goulenn ur pennad
  • Pennadoù a ra diouer d'ar Wiki-mañ
  • Termenadurezh ha dibaboù pleustrek evit ar wiki
  • Danvez pennadoù da vezañ klokaet
  • Labour kumuniezhel

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Ur raktres deus ar Wikimedia Foundation eo Wikipedia
Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur
Geriadur & tezorus
This article is issued from Wikipedia. The text is licensed under Creative Commons - Attribution - Sharealike. Additional terms may apply for the media files.