Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

68 660 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Istor · Skiantoù · Douaroniezh · Arzoù · Skiantoù an Den · Yezhoù

Pennad ar miz

Al latveg (latviešu valoda) zo ur yezh komzet e Latvia, e reter Europa. Yezh ofisiel ar vro-hont eo. War-dro 1,9 milion a dud eus Latvia (79% anezho) a oar latveg ha war-dro 1,2 milion a ra gantañ er gêr. Ar re all a ra gant ar rusianeg. Muioc’h-mui e vez implijet al latveg e buhez ar vro.

Ur yezh valtek eo al latveg ha kar-nes eo d’al lituaneg, daoust ma ne c’hall ket komzerien an div yezh en em gompren kenetrezo. Miret ez eus en div yezh valtek-se kalz traoù a veze kavet en indezeuropeg kozh a-fet morfologiezh an anvioù-kadarn, daoust ma’z int emdroet kalzik a-fet distagadur. Heñvel a-walc’h eo an diforc’hioù a zo etre al latveg hag al lituaneg ouzh ar re a gaver etre an alamaneg hag ar saozneg.

Embannet e voe un destenn e latveg evit ar wezh kentañ er Gwalarn e kreiz ar XVIvet kantved, pa voe moullet ar Pater Noster e latveg e-barzh Cosmographia Universalis gant Sebastian Münster.

Levezonet eo bet Latvia, e-hed hec’h istor, gant ar broioù nes, Alamagn, Polonia, Sveden ha Rusia. E-pad ar mareoù ma oa stag Latvia ouzh Impalaeriezh Rusia ha ma oa unan eus republikoù an Unvaniezh Soviedel, ez eus deuet kalz Rusianed d’ober o annez er vro ha n’o deus ket desket latveg. Hiziv neuze ez eo al latveg ur yezh-vamm evit 60% eus annezidi Latvia, hag er c’hêrioù bras n’eo yezh-vamm nemet evit 50% eus an dud. Abaoe m’eo deuet Latvia da vezañ ur stad dizalc’h, er bloavezhioù 1990, ez eus bet degemeret lezennoù war ar yezhoù eta evit kas al latveg war-raok.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare an 3 a viz Here 2020 ha Keleier ar vro.

  • 28 a viz Gwengolo : Quim Torra (skeudenn), prezidant gouarnamant emren Katalonia, zo torret diouzh e garg goude barnadenn Lez Uhelañ Spagn a gadarna ur gondaonidigezh kent gant ul lez-varn izeloc'h.
  • 27 a viz Gwengolo : emgannoù etre armeoù Azerbaidjan hag Armenia war harzoù republik Nagorno-Karabac'h.
  • 16 a viz Gwengolo : Yoshihide Suga eo kentañ ministr nevez Japan.
  • 14 a viz Gwengolo : tanioù-gwall bras zo e kornôg Stadoù Unanet Amerika abaoe deroù an hañv : 35 den, da nebeutañ, zo bet lazhet ha 19 000 km² a zouaroù zo bet losket.
  • 7 a viz Gwengolo : krogadoù bihan etre soudarded eus India hag eus Sina war an harzoù etre an div vro e reter Ladakh.
  • 2 a viz Gwengolo : disklêriañ a ra gouarnamant Alamagn eo sklaer hag anat eo bet ampoezonet ar Rusian Aleksei Navalny, un enebour politikel da Vladimir Poutin, bet kaset d'un ospital alaman e miz Eost.
  • 31 a viz Eost : emglev peoc'h e Soudan, etre ar gouarnamant kreiz ha nerzhioù emsavet outañ e meur a rannvro.
  • 30 a viz Eost : koll eo kostezenn ar prezidant Milo Đukanović e dilennadeg kannaded parlamant Montenegro.
  • 27 a viz Eost : en Istanbul eo marvet an alvokadez Ebru Timtik, ur stourmerez evit gwirioù an dud, da-heul un harz-debriñ hir en toull-bac’h ma oa dalc’het.
  • 25 a viz Eost : embann a ra Aozadur Bedel ar Yec'hed n'eus ket a boliomielit ken en Afrika.

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, goustad, ha tremen 68 600 pennad zo bremañ. Er 81vet renk emaomp e-touez ar raktresoù Wikipedia , evit an niver a bennadoù, etre an telugu hag an tagalog. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 78vet plas , etre ar pandjabeg hag ar yiddish. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni , evel buhezegezh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 27 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

  • Porched ar gumuniezh (Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)
  • Tavarn ar wikipedourien : demata, kafeta, marc'hata, teodata ha chopinata
  • An Deizlevr
  • Pennadoù nevez. Ar pennadoù nevez-voulc'het gant hon c'henlabourerien. N'int ket peurechu, ha gallout a rit reiñ ho skoazell da gas anezho da benn.
  • Roll ar porchedoù
  • Erbedennoù war live ar yezh
  • Goulenn diverkañ ur pennad pe ur rummad
  • Ar fazioù yezh stankañ a vez graet gant ar genlabourerien ha penaos diwall diouto.
  • Goulenn ur pennad
  • Pennadoù a ra diouer d'ar Wiki-mañ
  • Termenadurezh ha dibaboù pleustrek evit ar wiki
  • Danvez pennadoù da vezañ klokaet
  • Labour kumuniezhel

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Ur raktres deus ar Wikimedia Foundation eo Wikipedia
Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur
Geriadur & tezorus
This article is issued from Wikipedia. The text is licensed under Creative Commons - Attribution - Sharealike. Additional terms may apply for the media files.