Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

68 450 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Istor · Skiantoù · Douaroniezh · Arzoù · Skiantoù an Den · Yezhoù

Pennad ar miz

Carl von Linné, pe Carl Linnaeus, a oa mezeg, louzawour ha kelenner e Skol-veur Uppsala e Sveden en XVIIIvet kantved. Gantañ e voe klasket rummata holl voudoù bev an Douar, en ul levr anvet Systema naturae, embannet e 1735. Diwar e labour e teu rummatadur reizhiadek ar bevien a zo en implij bremañ.

Gant Linné e voe roet da bep spesad un anv resis e latin, savet diwar daou c’her. Da skouer, Homo sapiens ("den a oar") evit an den. A-raok Linné e veze roet anvioù hir d’ar spesadoù, evit o diskrivañ. Gant skiantourien a veve er XVIvet kantved, an daou vreur Bauhin, e oa bet savet ar reizhiad anvadurioù daouel a zo implijet hiziv, met gant Linné an hini e voe lakaet an diazezoù-se da dalvezout a-vras.

Ur Protestant deol e oa Linné, ul Lutherad, hag evitañ e oa ar vevoniezh ur studi eus ar bed urzhiet gant Doue. Krediñ a rae e oa bet krouet al loened hag ar plant gant Doue ha ne oant ket cheñchet abaoe krouidigezh ar bed. Ar spesadoù, evitañ, ne gemment ket, er c’hontrol diouzh ar pezh a voe displeget diwezhatoc’h gant Charles Darwin. Daoust da se e oa krog da gas ar skiant war un hent a bellae diouzh kelenn ar relijion. Un arc’heskob lutherat a damallas dezhañ bezañ dizoue.

Bez e voe Linné unan eus diazezourien Akademiezh ar Skiantoù e Sveden. Gantañ ivez e voe savet Liorzh Louzawouriezh Uppsala.

(Gouzout hiroc'h)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 7 a viz Gouere 2020 ha Keleier ar vro.

  • 6 a viz Gouere : marv ar sonaozour italian Ennio Morricone e Roma.
  • 5 a viz Gouere : en Aljeria ez eus beziet klopennoù 24 a stourmerien evit dizalc’hiezh ar vro, daskoret gant ar gouarnamant gall.
  • 4 a viz Gouere : dour-beuz e Kyushu, e Japan.
  • 3 a viz Gouere : anvet eo Jean Castex da gentañ ministr Bro-C’hall e-lec’h Édouard Philippe.
  • 25 Mezheven-1añ Gouere : votiñ a reer e Rusia da zegemer kemmoù e bonreizh ar vro, ar pezh a roio gwir da Vladimir Poutin da vont war ar renk adarre evit bezañ prezidant.
  • 21 a viz Mezheven : embann a ra henoniourien eus Bro-Saoz ez eus bet kavet nepell diouzh meurvein Stonehenge un ugent bennak a doulloù gelc’hiek hag a stumm ur c’helc’h daou gilometr a dreuzkiz.
  • 16 a viz Mezheven : ugent soudard, d'an nebeutañ, zo lazhet en emgannoù etre soudarded eus armeoù Sina hag India, war an harzoù etre an div vro, e Ladakh.
  • 8 a viz Even : mervel a ra prezidant Burundi Pierre Nkurunziza en embreg e garg.
  • 30 a viz Mae : gant enklaskerien ez eus kavet ur fosil milkraban 2,5 cm hed war enez Cearrara, e kornaoueg Bro-Skos, ar roud koshañ eus ul loen hag a veve war an douar, 425 milion a vloavezhioù zo.
  • 28 a viz Mae : gant Bodadenn Vroadel ar Bobl, parlamant Republik Pobl Sina, ez eus votet ul lezenn war "surentez ar vroad" hag a vo lakaet da dalvezout e Hong Kong, daoust d’an emrenerezh lec’hel a zo eno betek-henn.
  • 26 a viz Mae : Costa Rica eo ar vro gentañ e Kreizamerika hag a zegemer an dimeziñ etre heñvelrevidi.

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, ha tremen 68 400 pennad zo bremañ. Er 82vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia , evit an niver a bennadoù, etre ar plattdüütsch hag ar piemonteg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 78vet plas , etre ar Pandjabeg hag ar woueg. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni , evel buhezegezh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 27 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

  • Porched ar gumuniezh (Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)
  • Tavarn ar wikipedourien : demata, kafeta, marc'hata, teodata ha chopinata
  • An Deizlevr
  • Pennadoù nevez. Ar pennadoù nevez-voulc'het gant hon c'henlabourerien. N'int ket peurechu, ha gallout a rit reiñ ho skoazell da gas anezho da benn.
  • Roll ar porchedoù
  • Erbedennoù war live ar yezh
  • Goulenn diverkañ ur pennad pe ur rummad
  • Ar fazioù yezh stankañ a vez graet gant ar genlabourerien ha penaos diwall diouto.
  • Goulenn ur pennad
  • Pennadoù a ra diouer d'ar Wiki-mañ
  • Termenadurezh ha dibaboù pleustrek evit ar wiki
  • Danvez pennadoù da vezañ klokaet
  • Labour kumuniezhel

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Ur raktres deus ar Wikimedia Foundation eo Wikipedia
Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur
Geriadur & tezorus
This article is issued from Wikipedia. The text is licensed under Creative Commons - Attribution - Sharealike. Additional terms may apply for the media files.